Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/314

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 305 —

n’hen tennfe ket ac’hano raktal, da zeiz sadorn ? Ha ne c’hellent respount netra d’ezhan var gement-ze. D’ar re a ioa pedet, o velet e kemerent ar plasou kenta, e komzaz c’hoaz dre ar barabolenn-ma : Pa vezot pedet d’eul lein eured, ne azezit ket er plas kenta, gant aoun na ve galvet eunn all bennag hueloc’h egedoc’h, ha na zeufe ann hini ho pedaz ho taou da lavaret d’ehoc’hui : Roit ho plas da hema ; rak neuze ez afec’h gant mez da gemeret ar plas izela. Pa vezot eta pedet, it da azeza er plas diveza, evit ma teuio ann hini en deuz ho pedet da lavaret d’ehoc’h : va mignoun, savit hueloc’h. Ann dra-ze a rai henor d’ehoc’h dirag ar re a zo ganeoc’h ouz taol ; rak, neb en em zav, a vezo izeleat ; ha neb en em izela a vezo

hueleat.

20