Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 310 —
SEITEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xxii.)
————
D’ar mare-ze ar Pharizianed a dosteaz ouz Jezuz, hag unan anezho, doktor el lezenn, a c’houlennaz outhan da velet : Mestr, pe hini eo ar gourc’hemenn braz el lezenn ? Jezuz a lavaraz d’ezhan : Karet a reot ann Aotrou ho Toue, euz hoc’h holl galoun, euz hoc’h holl ene, hag euz hoc’h holl spered. Hennez eo ar brasa hag ar c’henta gourc’hemenn. Setu ama ann eil a zo henvel outhan : Karet a reot ho nesa eveld’hoc’h hoc’h unan. Enn daou c’hourc’hemenn-ze ema al lezenn abez hag ar bropheted. Evel m’edo dastumet eno ar Pharizianed, Jezuz a c’houlennaz outho : Petra a zonjit euz ar C’hrist ? Da biou ef-hen mab ? Da Zavid, a leveront. Penaoz