neuze, eme Jezuz d’ezho, e c’hell David, gant sklerijenn ar Spered-Santel, gervel anezhan he Aotrou, o lavaret : Ann Aotrou en deuz kemennet d’am Aotrou : azezit a zeou d’inn, ken n’am bezo lakeat hoc’h enebourien d’ober skabel d’ho treid. Pa ra David he Aotrou anezhan, penaoz e ve hennez mab d’ezhan ? Ha nikun ne c’hellaz lavaret ger d’ezhan ; hag azaleg ann deiz-ze hini ebet anezho ne gredaz mui ober eur goulen outhan.
Hervez a lennomp er gentel-ma, brasa ha kenta dever peb den eo karet Doue hag he nesa a greiz kaloun. Neb a viro ervad ar gourc’hemenn-ze, hennez, eme Hor Zalver, a heulio al lezenn abez ha kuzuliou ar bropheted ; ha kement-se a zo sklear da velet ; rak, pa vez guir garantez evit Doue hag ann nesa, penaoz ober netra da zisplijout d’ezho ? Evel, pa