Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/322

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 313 —

dud ; Speciosus formâ prœ filiis hominum. Edo c’hoaz astennet var eunn dournad plouz e kraou Bethleem pa zaouline ar bastored ha rouaned Sao-Heol dirazhan ; ha Simeon a c’houlenne mervel gant al laouenedigez en devoa o veza paret he zaoulagad varnhan enn templ.

P’en em lakeaz da brezeg, ne skuize ket ann dud o klevet he genteliou, hag e lavarent a vouez huel : biskoaz den ne gomsaz evel hema : he adversourien ho-unan ne c’hellent ket kaout abeg ennhan. Ar re a c’halvaz d’he heul a zileze pep tra heb kemeret a boan amzer da gimmiada diouz ho c’herent ; ha pa c’houlenne ouz ann ebestel ha c’hoant o devoa ive da drei kein d’ezhan : « Daved piou ez afemp-ni ? ganehoc’hui hebken ema komsou ar vuez eternel » emezho.

Daoust m’az oa mab d’ann Doue Holl-c’halloudeg, ne glaske tamm en em zevel, ha bepred en em blijaz etouez an dud paour ha dister. En em guzat a ra pa