Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/325

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 316 —

ret : Savit ha kerzit ? Mad, evit ma ouezot en deuz Mab den ar c’halloud, var ann douar, da bardouni ar pec’hejou : Savit, emezhan neuze, d’ann den seizet, sammit ho kuele, hag it d’ho ti. Hag e savaz, hag ez eaz d’he di. Ar bobl o velet kement-se, a gemeraz aoun hag a veulaz Doue evit beza roet henvelep galloud d’ann dud.


Ann den sounnet he izili.


Ann den paour-ma, seizet he izili, a verk d’eomp stad eunn ene gual daget gant eur pleg fall bennag, hen dalc’h ec’hiz chadennet er pec’hed, ha ne vezo biken pare, nemed ober a rafe evel ar c’hlanvour-ze, a gemeraz kement a boan evit mont beteg Jezuz ha senti outhan penn da benn.

Hema n’oa ket goest d’en em stleja he unan ; morse ne vije deuet iac’h, paneved ma kavaz tud vad d’hen dougenn ; ha