Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/327

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 318 —

pec’her diegi o tiblas. Mignounet treitour hen dizalio marteze. Ar bed a gavo abeg ennhan hag enn neb a glask hen tenna euz al lagenn. Mes, arabat eo falgalouni n’euz forz petra c’hoarvesfe da stanka ann hent ; ret eo poania da dremen divar c’horre pe d’ober ann dro, ha kenderc’hel da vale ken na ziguezer e penn ar veach.

D’ar pec’her neuze, Hor Zalver a lavaro, evel d’ann den seizet : Surge, savit ! hag e savo, a dra zur, pa vezo pardounet he bec’hejou. Ma talc’h hiviziken ploumm ha stard var he dreid, e vezo anat aoualc’h eo pare. Mes, goude ma kuesfe c’hoaz eur guechou bennag, mar sav adarre, a greiz kaloun, me lavar e teuio d’ezhan nerz ha iec’hed paduz.

Eunn eil tra a gemenno Jezuz d’ezhan : tolle lectum tuumt, sammit ho kuele ! Ar pec’her a ioa astennet var he zizursiou ec’hiz ar c’hlanvour var eurguele. Brema n’eo ket aoualc’h d’ezhan sevel ; mes, ret e vezo dougenn he blegou fall ; hag er