Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/331

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 322 —


Ann dud pedet da leina.


Ar roue zo komzet anezhan er gentel-ma, eo Doue ann Tad, a zigas Jezuz he Vab var ann douar, evit beza pried ann Iliz santel. Al lein eured, eo ar grasou kaer digaset d’eomp gant Hor Zalver, hag hon lakai e tro da azeza ouz taol dudiuz ar baradoz. Evel ne c’heller ket beza salvet heb ar feiz e Jezuz-Krist, Doue en deuz pedet eleiz a dud, pe evit lavaret guell, ann holl a zo pedet d’al lein-ze.

Kenta a oue galvet eo ar Iuzevien, lignez Jacob, karet a viskoaz dreist ar re all. A amzer da amzer, e teuaz servicherien Doue, ar bropheted, d’ho c’helenn ; mes, meur a hini ne brizent ket selaou, re droet ma’z pant ouz plijadureziou pe vadou ar bed.

Ec’hiz pa ne vije ket aoualc’h d’ezho ober fae var garantez Doue, darn a reaz gual vuez d’ar re a gomse euz he berz.