et gear-ze ; ha ne leverer ket e vije deuet ann ofiser d’her selaou na da c’houlenn netra diganthan.
Evel-se a c’hoarvez c’hoaz brema. Keit ha ma vezer iac’h, pa vez pep tra mad ha brao ganeomp, ne zonjer nemed da veva er blijadur, heb trei ar spered etrezeg perc’henn ann holl vadou. Pa stourm eur boan bennag ouzomp, pa ziguez eur c’holl, pe eur barrad klenved, neuze peurvuia ez a hor spered varzu ann hini en deuz galloud d’hon diveac’hia.
Evit ofiser Kapharnaum, pa velaz oa toc’hor he vab, a reaz buhan aoualc’h enklask da c’houzout e pe leac’h kaout Jezuz ; ha raktal m’en devoue klevet pe du edo e redaz he-unan davedhan. « Enn han’ Doue, emezhan, deuit da barea va mab ! » Ar c’homzou-ma a ziskuez ec’h anaveze eur c’halloud vraz d’Hor Zalver ; evelato ne grede ket e c’helje rei ar iec’hed anez beza e kichenn ar c’hlanvour ; hag abalamour da-ze eo en devoue ar rebech--