ma : c’hui ne gredit nemed guelet a rafec’h burzudou.
Eunn all enn he blas a vije eat gant he hent goude eunn henvelep respount. Mes, evithan, heb ober vân, a lavar adarre : Deuit buhan, Aotrou, araok ma varvo ; ha neuze eo e klevaz gant Jezuz ar gomz laouen-ma : Ho mab a zo pare. Pa ziredaz he zervicherien da zigaz ar c’helou, n’oue ket aonalc’h d’ezhan gouzout oa iac’h he grouadur. Goulenn a reaz pe vare oa en em gavet guelloc’h ; hag o veza anavezet oa d’ann heur ma lavare Jezuz d’ezhan : Ho mab zo leun a vuez ; e teuaz da gaout muioc’h a feiz.
Ia, o velet en doa Hor Zalver roet ar iec’hed d’he vab, e tigemeraz a greiz kaloun he gelennadurez, hag e lakeaz holl dud he di da heulia ar memez kredenn.
O veza bet henvel ouz ann ofiser-ma epad m’edomp iac’h hag enn hor plijadur, kemeromp ive skuer diouthan pa ziguez eunn enkrez bennag varnomp. Deomp