Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/346

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 337 —





EIL SUL VAR’NN-UGENT
GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. xxii.)


————


Enn amzer-ze, ar Pharizianed o veza eat kuit a en em glevaz evit klask ober da Jezuz en em drouc’ha gant he gomzou. Kas a reont eta d’he gaout ho diskibien gant Herodianed : Mestr, emezho, ni-a oar e livirit ar virionez, hag e tiskuezit ann hent hervez Doue hag al lealdet, heb ober van euz den ebet ; rak ne zellit ket piou eo ann dud. Livirit d’eomp eta petra zonjit var gement-ma ? Mad eo d’eomp paea ar c’hargou da Zezar, pe jomm heb ober ? Mes, o c’houzout oant treitour, Jezuz a lavaraz : Perak e klaskit-c’hui va lakat e gaou, troidellerien ? Diskuezit d’inn

arc’hant ar c’hargou. Hag e tiskuesjont

22