d’ezhan eunn diner. Neuze Jezuz a c’houlennaz outho : Piou a zo aze he skeuden hag he hano ? Sezar, emezho. Mad, eme Jezuz d’ezho, roit eta da Zezar ar pez zo da Zezar, ha da Zoue, ar pez zo da Zoue.
Seulvui oa karet Hor Zalver gant ar re all, seulvui oa kaseat gant ar Pharizianed ne glaskent nemed noazout d’ezhan e peb giz. Abalamour da ze eo e kasont d’he gaout darn euz ho diskibien, gant eur rumm dud a ioa karget aberz Herodez da zevel ar c’hargou evit ann impalaer. Oc’h ober outhan ar goulenn merket enn Aviel, e sonjent hen lakaat nec’hed ; rak ar Iuzevien a roe ho arc’hant enn despet d’ezho. Ma lavar, eme ar Pharizianed, eo ret paea, neuze, e vezo dilezet gantho ; ha ma ro ali da jomm heb ober, tud ar c’hargou hen diskuillo d’ar gouarnour.