Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/348

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 339 —


Mes, petra eo ijin ha finesaou ann dud dirag furnez ann Aotrou Doue ! Jezuz a anavezaz raktal ho mennoz treitour, hag a roaz d’ezho eur gentel nevez : roit, emezhan, da Zezar ar pez a dleit da Zezar, ha da Zoue, ar pez zo dleet da Zoue. Ar re a c’hoantea kaout abeg e komsou Hor Zalver, a oue souezet gant ar respount-ze hag a ieaz kuit ken mezeg ha tra ; rak anzav a reant en doa roet kuzul vad da bep unan.

Meur a hini, enn amzer vrema ive, a glask digarez da damall ann Iliz hag ar re zo karget ganthi da brezeg ann Aviel. Koulzgoude, biskoaz n’o deuz roet d’ar gristenien eur gelennadurez dishenvel diouz ann hini zo skrivet ama. Ma lavaront, hervez ar virionez, n'o deuz ann dud ken galloud nemed ann hini a zeu d’ezho digant Doue, ha ne c’heller, pegen huel bennag e vet savet, ober na lakaat ober netra eneb bolontez roue ann envou, diskleria a reont ive eo ret d’ann holl