var boez trei, bep er mare, da nebeuta noz ha mintin, hor sonj varzu ennhan. Kaeroc’h c’hoaz e ve, a dra zur, sevel ar spered etrezeg ann env edoug ann deiz.
Ma roomp da Zoue eur plas, ar c’henta, enn hor c’haloun, neuze en devezo ive perz enn hor c’homsou ; rak, ann teod a ia da heul ar galoun. Neb ne vez hano ganthan nemed euz ar bed, he vadou hag he c’hoariou didalvez, hennez a ziskuez beza stag ouz ann traou-ze. Ann hini en deuz guir garantez evit Doue a en em blijo o koms hag o klevet koms euz ann Aotrou Doue.
Deread eo rei d’ezhan ive eul lodenn vad euz hon oberou. Da biou eo dleet frouez ar vezenn nemed da berc’henn ann douar hag ar blantenn ? Hogen, Doue eo en deuz krouet pep tra, ha d’ezhan oump korf hag ene. Mes, pa reno var hor c’haloun, a zo evel ar c’hrizien, ne zonj ket d’inn e c’helfet laerez diganthan ar peb vella euz ar pez a zougimp a hed hor