Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/352

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 343 —

c’haloun da Zoue ? Karet am euz-me ober ha klevet hano anezhan ? Roet em euz-me, hervez va feadra, aluzenn d’he iliz ? Pardoun, va Zalver, evit ann amzer dremenet ; hag ar c’hras d’inn d’ober guelloc’h hiviziken ! Evel-se-bezet-great.





TREDE SUL VAR’NN-UGENT
GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. ix.)


————


Epad ma komze Jezuz ouz ar bobl, setu unan euz ar pennou braz o tostaat hag o lavaret, enn eur stouet dirazhan : Aotrou, va merc’h zo o paouez mervel ; mes, deuit, lakit ho tourn var’nnhi, hag e vevo adarre. Jezuz a zavas raktal hag a ieaz d’he heul gant he ziskibien. Hag eur vaouez, klanv gant ann divoada, abaoue daouzeg vloaz, a dostaaz outhan adren, hag a douchaz bevenn he zae.