Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/354

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 345 —

lomp ha ni a gavo aze eur gentel bennag talvouduz d’hon ene.

O veza euz ar pennou braz etouez ar Iuzevien, ann tad ne dlie ket karet Jezuz ; hag Hor Zalver, koulsgoude, a ia ganthan d’he di. Diblas a ra zoken raktal, e skoaz ma taleaz meur a zervez pa’z oa hano euz he vignoun Lazar. Evel-se a dlefemp d’ober evit hor brasa enebourien p’o devezo ezomm ac’hanomp.

Merc’h Jair a zo maro, e guirionez ; mes, Jezuz a lavar n’eo nemed kousket, evit deski d’eomp eo ken eaz d’ezhan rei buez d’eunn den maro evel divuna neb a ve kousket hebken.

Oc’h en em gaout en ti, e kas kuit ar zounerien hag ar re all a ioa oc’h ober reuz enn dro d’ar c’horf. Ma teufe brema da galz nosveillou zo en defe leac’h d’ober kement all ; rak, aliez e kavfe, a dra zur, tud o tibri hag oc’h eva, o c’hoarzin pe oc’h ober ebatou diskiant. Dirag skeud ar maro a dlefe ho c’helenn pa lavar