Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/36

Ur gudenn ez eus bet e-ser adlenn ar bajenn-mañ
— 27 —

enn noz bep eil pennad da zioual ho loened, Ha setu eunn eal enn ho c’hichenn hag eur sklerijen euz ann env o para enn dro d’ezho, hag hi skoet gant eur spount vraz. Hag ann eal a lavaraz d’ezho : N’o pezet ket aoun ; rak me a zigas d’ehoc’h eur c’helou kaer hag a rai d’ar bobl holl eul liouenedigez ar vrasa. Ganet euz d’ehoc’h hirio, e Kear David, eur Zalver, a zo ar Christ hou Aotrou. Ha setu diouz petra hen anavezot : Kaout a reot eur bugel mailluret hag astennet enn eur c’hraou. Ha ker buhan gant ann eal en em gavaz niver a sperejou euz ann env o veuli Doue hag o lavaret : Gloar da Zoue enn huela euz ann envou, ba, var ann douar, peoc’h d’ann dud a volontez vad.

Enn nebeut komzou-ma tennet euz ann Aviel e kavomp eleiz a genteliou evit kement kristen a gemero ar boan da evesaat outho.