Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/360

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 351 —

Diouz ar vezenn fiez, koumprenit ar barabolenn-ma. Pa vez dija blod he skourrou ha deuet he deliou, c’hui a anavez eo tost d’ann hanv. Evel-se ive, c’hui pa velot ann holl draou-ze, gouezit ema tost Mab den etal ann or. M’hel lavar d’ehoc’h e guirionez, araok ma vervo ann dud zo brema e c’hoarvezo ann holl draou-ze. Ann env hag ann douar a dremeno ; va c’homsou-me avad ne dremenint ket.


Trubuillou ann Iliz.


Ar penn kenta euz ann Aviel hirio a zell, dreist holl ouz ar pez a dlie c’hoarvezout gant ar Iuzevien abalamour d’ho dallentez. E leac’h digemeret ar sklerijenn digaset d’ezho aberz Doue, e leac’h selaou kenteliou Hor Zalver, ar re-ze Her lakeaz d’ar maro hag a reaz gual vuez d’he ziskibien. A hent all, euz a lezenn Moizez ne virent nemed ar pez a blije