Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/363

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 354 —

Hen digemeraz enn he zi. Houma e doa eur c’hoar, Mari he hano, hag a azezaz eharz treid Hor Zalver da zelaou he gomsou. Evit Martha a drevelle da ober kalz a draou. O chomm a zav, e lavaraz : Aotrou, ne rit vân ebet ma lez va c’hoar al labour ganen me va-unan ? Lavarit dezhi eta va zikour. Hag Hor Zalver a roaz d’ezhi ar respount-ma : Martha, Martha, c’hui a gemer nec’h hag enkrez gant kalz a draou ; hogen, eunn dra hebken a zo ret. Mari e deuz dibabet al lodenn vella, ha ne vezo ket tennet diganthi.


Ar Verc’hez enn env korf hag ene.


Hor Zalver ne lavar ket e ve droug ar pez a ra Martha o kemeret kement a boan da aoza lein. Mar d’eo eunn dra vad digemeret guella ma c’heller kerent ha mignouned, dleet eo evesaat muioc’h c’hoaz pa zeu enn ti ann hini a anavezer evel