Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/366

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 357 —


Petra deuio he c’horf da veza ? Evit hor c’horfou ni a guezo e breinadurez, da c’hortoz ma savint adarre leun a vuez abenn deiz ar varn. Ar zent ho-unan ne vezont ket espernet ; ha pa gaver, goude nebeut bloaveziou, ho c’horf pe unan bennag euz ho izili chomet iac’h ha fresk, e leverer eo eur burzud ; rak, o veza bet pec’herien oa ret d’ezho paea dle ar pec’hed. Galvet int, evit guir, da lugerni divezatoc’h e rouantelez ann env ; mes difesounet oant dre ar pec’hed orijinel ha peurvuia dre bec’hejou aktuel. Doue ho lez eta da veza dismantret evit ho zevel kalz kaeroc’h, ec’hiz ma tiskarer eunn ti pa ve c’hoant d’hen renevezi a bez.

Mes, korf ar Verc’hez ne c’hoarvez ket ganthan evel gant hon re ni. Biskoaz ann drouk-spered n’en devoue perz ennhan mui eged enn he ene ; ha morse eur veradenn euz bilim ar pec’hed ne oue mesket er goad a vezo eunn deiz goad Jezuz-Krist. Ne velomp ket e ve eta ezomm