Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —


Pa ziguezaz gant he bugel enn Ejypt, pell dioc’h dourn ann treitour Herodez, p’her c’havaz enn templ o skolia ann doktoret, pa zeuaz ar bobl d’hen digemeret enn eur gana meuleudi ha mil bennoz d’ann hini a ioa digaset a berz Doue, piou na gredfe e tridaz ar Verc’hez gant joa ? Siouaz ! sonjal a rea klevet bepred mouez Simeon, o lavaret d’ezhi : « Oc’h astenn buez ar c’hrouadur oc’h euz her miret evit brasoc’h tourmanchou ; ar re her selaou brema gant plijadur hen tamallo da veza eur gaouiad hag eunn troumpler ; ar Iuzevien, heb dale, a c’houlenno e ve staget ouz ar groaz. » Hag ar zonj-ze a ioa aoualc’h evit he beuzi enn eur mor a enkrez.

Eaz eo gouzout e devoue c’hoaz goasoc’h rann-galoun pa velaz he mab dispennet gant ar fouetou, kurunet a spern, hag o tougen he groaz ; pa glevaz trouz ar morzol var ann tachou a doulle he zaouarn hag he dreid, ha pa varvaz erfin