argilont ket evit kement-ze holl. Ho goulennou a ra da Herodez ha da Zoktoret al lezenn sellet ouz levriou ar bropheted hag anaout eo deuet ar mare evit ar Mesias da c’henel e kearik Bethleem. Neuze ar rouaned a ia enn hent adarre ; ha, dre eur burzud a vadelez Doue, setu ar steredenn ive o para dirazho hag ouz ho c’has beteg al leac’h m’edo ar bugel.
Ama avad e c’helfent beza nec’hetoc’h eged biskoaz. Eur roue eo a glaskont : hag ar steredenn zo chomet azioc’h eul lochennik paour ! Mont a reont ebarz evelato hag e kavont eur c’hrouadur astennet var eunn dournad plouz. Var he dro n’euz na tud a lez na servicherien ; den ebet nemed ar Verc’hez he vamm. Daoust hag hennez eo ann hini a gomze ar bropheted anezhan ? Piou a gredfe en deuz Doue lakeat eur steredenn nevez da bara evit eur bugel ken dister ? Mad, ann tri roue n’o deuz difizians ebet. Kueza a reont raktal d’ann