daoulin, o poket gant karantez da dreid ar Mabig Jezuz ; ha goude-ze e kinnigont d’ezhan traou a briz deuet gantho euz ho bro. Erfin, e leac’h mont da gaout Herodez a glaske lakaat Hor Zalver d’ar maro, hor beachourien, kelennet gant eunn eal, a ieaz dre eunn hent all d’ar gear.
Stang eo ar gristenien henvel ouz ar rouaned kalouneg-ze ? Anzao a rit-hu ho feiz dirag ar re n’o deuz ket ar memez kredenn ganeoc'h ? N’oc’h euz ket aoun da veza goapeat gantho ? Ma paouez ann Aotrou Doue d’ho ren dre ann dourn, ma ve ret d’ehoc’h evel d’ar rouaned pa guzaz raktal ar steredenn, klask hoc’h hent eur pennadik, n’emaoc’h ket o fal-galouni ? Pa velit ho Salver dilezet ha paour, paour ive he zervicherien, ne deu ket ho feiz da laoskaat ? He anaout a rit evelato evit ho mestr hag ho roue ? Pa oc’h euz her c’havet, ma lavar d’ehoc’h kemeret eunn hent all, senti a rit evel ar rouaned santel ?