Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

ankeniuz. Ma kendalc’h evelato da vale var hent rust ar zantelez, e tiskuezo beza servicher kalounek, hag e c’hounezo ar gaera kurunen. O tarempred ann iliz, o pedi aketuz eharz treid ann aoteriou e kavo adarre Jezuz, hag e kerzo a nevez gant joa varzu ar baradoz.

Pedenn. — O va Zalver, ma teufe d’eomp ho koll dre ar pec’hed pe dre ar zec’hor a ziguez avechou gant ho kuella mignouned, grit m’ho klaskimp evel Joseph ha Mari ; ha goude beza ho kavet, ra jomimp unanet ganehoc’h a hed hon holl buez. Evel-se-bezet-great.





ANN EIL SUL GOUDE AR ROUANED
(Sant Iann, Ch. ii.)


————


D’ar mareou-ze e oue eunn dimezi e Kana er Galilee ; Mamm Jezuz a ioa enn eured, ha Jezuz he unan gant he