Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

ziskibien a oue pedet ive da leina. Ar guin a vankas ; ha mamm Jezuz a lavaraz d’ezhan : N’o deuz ket a win. Ha Jezuz a respontaz dezhi : Maouez, petra zo etrezoc’hui ha me ? Va amzer n’eo ket deuet c’hoaz. He vamm a lavaraz d’ar zervicherien : Grit kement a lavaro d’ehoc’h. Hogen bez’ oa eno c’huec’h laouer vean da voalc’hi hervez giz ar Iuzevien ; daou pe dri muzul a iea e peb hini anezho. Jezuz a lavar d’ar zervicherien : Leuniit al laouerou a zour. Hag ho lakajont reaz. Ha Jezuz a lavar d’ezho : Tennit aleze brema ha kasit d’ann hini a emell euz ar pred. Hag e kaschont. Mes, kentre m’en devoa tanveat ann dour troet e guin, heb na c’houie a be leac’h e leue, (ar zervicherien avad a c’houie rak hi o devoa tennet ann dour) hema a c’halv ann den nevez bag a lavar d’ezhan : Ann holl a ro ar guin mad da genta, ha pa vez evet aoualc’h dija e servichont diste-