Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —

roc’h ; evidoc’hui oc’h euz miret ar guin mad bete vrema. Hennez eo ar c'henta euz a vurzudou Jezuz, hag a oue great e Kana, er Galilee ; evel-se e tiskuezaz he c’hloar, hag he ziskibien a gredaz enn’han.


Eured Kana. — Ann dimeziou.


O klevet ar pez a gaver enn Aviel hag e liziri sant Paol divarbenn ar guerc’hezet, hiniennou o deuz kredet oa pec’hed dimezi. Koulzgoude ret eo beza diskiant evit lavaret kement all pa velomp Hor Zalver o lezel gant he Iliz eur zakramant evit rei d’ar priejou kristen ar grasou o deuz ezomm. Hag, ouspenn ann testeni-ze a dlie beza sklear aoualc’h d’ann holl, ar gentel lennet hirio a ziskuez d’eomp ive ne gave Jezuz abeg ebet enn dud a c’hoanta dimezi ; rak, ma vije bet eunn drouk, a dra zûr, ar Verc’hez hag he Mab ne vijent ket eat d’ann eured-ze.

Doue, eme ar Skritur Sakr, en deuz