Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

aon dra-man, hag her gra. Souezet o klevet kement all, Jezuz a lavaraz d’ar re a ioa ouz he heul : E guirionez m’hen lavar d’ehoc’h, n’am euz ket kavet ker braz feiz e Israël. Lavaret a ran d’ehoc’h ive : kalz tud a deui euz ar Sao-Heol hag euz ar Chuz-Heol da azeza gant Abraham, Izaak ha Jakob e rouantelez ann env, e leac’h bugale ar rouantelez-ze a vezo taolet e meaz, enn devalijen ; eno e vezo guelvan ha skrignadeg dent. Goude, Jezuz a lavaraz d’ar c’hantdener : It, ha ra vezo great d’ehoc’h hervez m’oc’h euz kredet. Hag ehun d’ar mare-ze, ar mevel en em gavaz pare.


Ann den lor. — Ar pec’hed marvel.


Evit kaout eur plaa didrouz da gelenn he ebestel hag ann dud diredet a bep leac’h d’he glevet, Jezuz a ioa pignet gantho var eur menez. Eno, enn eur bre-