Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/74

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

diaveaz ar c’heariou, pell dioc’h ann dud all. Guelomp ha n’ema ket ann holl droug-ze oc’h heul ar pec’hed.

1° Oc’h en em zila er goad, ar c’hlenved lor a zizec’h eienen ar vuez. Ar pec’hed marvel ive a laz ann eneou. « Me eo ar vinien, a lavar Hor Zalver, ha c’hui zo ar skourrou. Eur skour distaget diouz ar c’hef a zeu buhan da zizec’ha. C’hui ive a varvo ma ne jomit stag ouzinn dre ar garantez. » Hogen ar pec’hed hon distag diouz Doue oc’h ober d’eomp koll he c’hras hag he vignoniaj. E c’helfe c’hoaz ar pec’her, hervez komz sant Iann, kaout tres eunn den beo ; mes, maro eo e guirionez. Nomen habes quod vivas, et mortuus es. (Apoc., iii. 1.) Sellit mad outhan. Ma’r kendalc’h er stad-ze, c’hui her guelo, heb dale, dishenvel braz dioc’h ar pez ma’z oa kent. He spered tenvaleat ne anavez mui sklear aoualc’h hent ar baradoz. Ne oar kalz pe du en em drei. Ann

traou a rea guechall gant plijadur, evel

5