Bepred fur ha karantezuz, hon Tad euz ann env a fell d’ezhan anaout he vuir vugale hag ho diskuez d’ann holl, o rei d’ezho kroaziou da zougenn. Abalamour ma plijec’h da Zoue, eme ann eal da Dobii, oa ret d’ehoc’h beza trubuillet. Avechou ive, e leac’h skei gant he zourn he unan, e lez ann diaoul d’ober gual vuez d’eomp, evel ma reaz d’ann den santel Job ; hag ouz ann eneou mad eo en deuz ann drouk-spered muia kounnar. Pa gendalc’h eta d’ober brezel d’ehoc’h, bezit dienkrez, rak eur merk eo n’emaoc’h ket c’hoaz enn he rouejou. Ar chas, a lavar sant Fransez a Zal, ne harzont ket ouz tud ann ti, ha Satan ne jomm ket ive da goll he amzer varlerc’h ar re zo dija arrezet mad evit ann ifern ; ho lezel a ra da vont gant ann hent heb ober re a drouz d’ezho enn aoun na zigorfent ho daoulagad.
Mes, ma ne dleomp ket en em jala n’euz forz peger stank ha peger kasaüz