e ve hon tentasionou, diouallomp na rofemp krav d’ann enebour ; rak, daoust ma’z eo kabestet gant Doue, evelato, eaz eo gouzout, neb a ielo el leac’h ma c’hell he jadenn tizout, a vezo taget ganthan ; ia, diskaret sur e vezimp ma kav ann tu varnomp. Mad, eleiz a gristenien en em daol etre skilfou ann diaoul. Penaoz kement-ze ? O tarempred gual goumpagnunez ; o lenn, o selaou pe o vont da velet traou hag a zo goest da loskaat ho feiz pe da gaillara ho ene ; o karet re ann dibri hag ann eva ; o veza lezirek da bedi ha d’en em zioual ouz ar pec’hejou veniel. Ne reont vân euz ann ali-man roet gant Hor Zalver d’he ebestel : Vigilate et orate : beillit ha pedit gant aoun na guesfec’h enn dentasion. Ho c’haloun o veza dinerzet holl, ann drouk-spered a zo hardisoc’h da zailla varnho, ha ne vezo ket diez d’ezhan ho zurpren pa n’emaint ket var evez.
Jezuz a ioa kousket pa zirollaz ar barr--