Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —


Doue eo ann Tad a famill, hag ar park eo ar bed-ma a zo d’ezhan a bez ; ar guiniz hag ann dreok eo ann dud vad hag ann dud fall a gaver mesk ha mesk var ann douar. Evel m’en devoa ann tiek hadet greun mad enn he liorz, ann dud lakeat gant Doue var he dachenn a ioa ive direbech ha santel. He enebour braz, ann drouk-spered, eo a deuaz, kuzet dindan furm ar zarpant, da deuler enn ho c’haloun ar greun fall euz ar pec’hed. Gouzout a rit penaoz e roaz Adam hag Eva digemer d’ar mignoun treitour-ze. Da heul ar goad, ann hadenn milliget a dremenaz enn ho lignez, hag en em astennaz kement ma oue ret d’ar perc’henn digas ann dour beuz da netaat he zouarou. Ha c’hoaz, kaer en deuz bet ober ; daoust m’eo deuet he vab Jezuz da labourat ha da c’huennat ar park, e kaver bepred dreok e touez ar guiniz.

Dre c’hras ar vadiziant ni holl a zo lakeat e stad vad. Koulzgoude eur c’hri-