zien fall a jomm ennomp prest ato da nevezi ha da greski ; ha nenze ann enebour a zeu ive da eil-hada ennomp al louzeier ifern, da c’houzout eo, hervez lavar sant Per, ann diaoul ne baouez da vual skolia peb den. Dre guz avad eo e labour peurvuia, evel guechall vardro hon tud kenta. Heuzuz evel ma’z eo, ann holl a dec’hfe diouthan mac’h en em ziskuesfe sklear. Ma velfemp da be leac’h e c’hoanta hor c’has ne iafemp ket d'he heul. Evit d’ehoc’h beza klevet pe lennet eur vech bennag traou eneb Doue, he Iliz hag he lezenn n’ema ket Satan o sonjal dioc’htu peurvouga ho feiz nag ober d’ehoc’h dilezel ho teveriou a gristen. Chomm a ra sioul eur pennad, ha c’hui a gred n’euz netra a nevez ennhoc’h. Allaz, evel ann dreok e park ann tad a famill, ann hadenn fall ne zispako nemed goude pellik amzer ; mes, taolet eo enn ho kaloun ; abarz m’he guelot e vezo doun he griziou. Evit d’eur paotr, d’eur plac’h iaouank fur,
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/88
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —