Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/89

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

beza eat eunn taol pe zaou e koumpagnunez na dlient ket da zarempred, ne guezint ket raktal e follenteziou a rofe gual vrud d’ezho. Ma ve ker buhan skaotet kement hini en em laka e tro da veza, ar re all en em zalc’hfe pell diouz ann tân.

Ar moraer ne zav ket he rouejou kerkent ma wel ar pesket o c’hoari enn dro d’ezho ; gortoz a ra ken na vezont paket ebarz. Ann diaoul ive ho lezo c’hui, tud diboell, pell amzer ma’r be ezomm, da ebatal, heb ober drouk braz ; mes p’o pezo kemeret ho pleg, ec’h astenno he graban treitour hag e rai ganehoc’h ar pez a garo. Eleiz a gristenien koulzgoude ne lakeont evez ebet ouz he ardou ; hag enn doare-ze, taget ganthan, e teuont da veza evel ann dreok e touez eur parkad guiniz ar c’haera.

Mes, perak e lez ann Aotrou Doue louzeier ken divalo enn he zouarou ? Ha n’efe ket guiziek aoualc’h he zourn evit ho displanta heb ober gaou ouz ar greun