Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/90

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —

mad ? Eo a dra zûr ; ha diframma a rafe heb damant ar bec’herien euz hon touez ma vijent e-peb giz henvel ouz ann dreok. Mes dishenvel int e kenver eunn dra da vihana ; rak, morse ne zeui guiniz var al louzaouen-ze, eskoaz ar pec’her a c’hell chench gant ann amzer ha rei eun eost pinvidik. An tad a famill n’en deuz ken ïoul, hag he vadelez, eme zant Paol, a glask lakaat ann den paour d’ober pinijen (Rom. ii, 4). Ia, a lavar ive Ezechiel, n’eo ket koll ar pec’her, mes he zigas var ann hent mad eo a fell d’ezhan. E pe leac’h e vijemp brema eur c’halz ac’hanomp, ma vije kuezet dourn Doue varnomp raktal m’on devoue great eur pec’hed braz bennag ?

Na gredit ket ken nebeut e ve, da vihana e peb giz, noazuz d’ar guir gristenien kaout pec’herien enn ho zouez var ann douar. Rak, o terc’hel var hent ar zantelez pa velont re all o tec’het diouthan,

e tiskuezont skleroc’h ho feiz hag

6