vuia digemer kaer d’he genteliou daoust ma’z oa eur prezeger dispar ha ma rea burzudou evit diskuez e lavare ar virionez. Pell dioc’h her selaou gant doujans, he genvroiz ho-unan a rea fae varnhan : ha n’eo ket hema, emezho, mab Joseph ar micherour paour ? A be leac’h en deuz eta kement a spered ma teu d’ober skol d’eomp-ni ?
Evit guir, mysteriou ar feiz hag ar reizou a vuez roet gant Hor Zalver ne dlient ket plijout da dud a felle d’ezho koumpren pep tra, da dud hag a heulie a viskoaz giziou kountrol a grenn d’al lezenn nevez-ze. Easoc’h oa, a dra zur, d’ann hadennik sezo sevel braz egiz eur vezenn, eged d’ar gelennadurez-ma en em astenn dre ar bed holl. Ha koulzgoude hennez eo mennoz ar mestr hervez m’en deuz he ziskleriet meur a vech.
Ma vije, da vihana, chommet he unan e penn d’al labour gant he holl skiant hag he holl furnez ! Mes, nann, hel lakaat