Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
FOSTUS AN DOKTOR DAONET
MEFISTOFELEZ
Da c’hoant, Fostus, en dra-mañ evel e pep tra, a vo graet.
An den kozh a zeu tre adarre.
AN DEN KOZH
Fostus, Fostus, den daonet ha fallakr, serriñ a rez da ene ouzh ar c’hras. Hep dale pell, siwazh, e vi barnet.
Diaouled a zeu tre hag a grog en den kozh.
AN DEN KOZH
Emañ Satan o vont da voureviañ va c’horf. An tan-se eo a amprouo va feiz. Va feiz, Ifern divalav, a vezo trec’h ! Sellit, diaouled lorc’hus, an aelez o vousc’hoarzhin din. It kuit, rak mont a ran davet va Doue !
En em ziframmañ a ra a-dre skilfoù an
diaouled hag ar ouel a gouezh.
DEKVET TAOLENN
Da vezañ c’hoariet dirak ar ouel. Valmer hag ar mare’heger a zeu tre.
VAKNER
Nann, nann, nann. pa lavaran dit n’emañ ket va marc’h da werzhañ !
AR MARC’HEGER
Ne glevit ket, aotrou ? Kaset em eus ganin pemp mil lur da brenañ ho marc’h.