c’hodell, e-lec’h m’en deus lakaet e arc’hant, hag o
tennañ un dornadig plouz er-maez.) Harz al laer !
Harz al laer ! Hennezh a oa en em glevet gant an
diaoul da laerezh va marc’h diganin ! Harz al laer !
Mont a ra kuit en ur redek. Ar marc’heger
a zeu tre dre an tu all, gleb-teil hag o leñvañ.
He ! He ! Lavaret en doa din koulskoude ! Met evel un azen ma ’z on, n’em eus ket selaouet outañ ! Lavaret en doa din : arabat mont en dour gant ar marc’h-se. Ha me, o krediñ en doa graet goap din, pe e oa ur perzh burzhudus bennak gant al loen, kentañ tra am eus graet eo lammat war e gein, ha yao d’ar stank a zo e-kichen an iliz ! Ne oan ket a-vec’h e-kreiz ar stank, ma ’z eo aet va loen da netra, ha me ’m eus en em gavet a-c’haoliad war un torchad kolo, ha n’ouzon dare penaos n’on ket bet beuzet. Met me ’zo o vont da glask an hini en deus gwerzhet ar marc’h din, ha me am bo va femp mil lur en-dro, me am bo va femp mil lur, pe...
Vakner a zeu tre.
Ha, amañ ’mañ al laer !
Laer ! Laer ! Pemp mil lur, pemp mil lur evit un torchad kolo !
Laer ! Laer ! Kaerañ marc’h ’zo er vro evit ur guchennig plouz !
Ro din va femp mil lur !