Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/129

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TORFED AR FRER JUNIPER
————


Unan eus al lochennoùigoù edo o chom enno kenvreudeur sant Fransez, e kompezenn Asiz, en dro d’ar Porsionkul. Un nor, en tu kleiz. Skiñvier talfaset. Ur picherad dour. En tu dehou, ur gwele raden. Ar breur Goulaouig a zo gourvezet war ar gwele-se ; troet eo gantañ e gein ; kousket eo.

Ar frer Juniper, o tont, a zoug gant doujañs ha gant evezh bras ur plad pri kuzhet gant ur pastell eus e sae.

JUNIPER

Me eo ar frer Juniper, unan eus frered Fransez, an disterañ a bell, bihan e spered, bihan e furnez, ha n’eus ket en e benn daou wennegad a skiant prenet. En em dennañ a ran ar gwellañ ma c'hellan, ha, pa zeu din ur menoz bennak eus diavaez va spered, e kredan atav, e gwir pe e gaou, eo bet degaset din eus baradoz an Aotrou Doue… hag atav e sentan ouzh va menozioù. Klevit : an deiz all e teuas din ur soñj… (Tevel a ra ha c’hoarzhin goude) a a a a a ! (O tiskouez e blad.) Un den d’an nebeutañ en devo plijadur, ar paour kaezh breur a zo aze gourvezet ar war gwele raden, treut evel un askell-groc’hen ha ken tanav ha palm va dorn. Hag ur menoz hag a zegas eürusted da galon ur breur ne dle ket bezañ ur menoz fall. (Sellout a ra ouzh ar frer Goulaouig.) Kousket eo. (E fri er plad.) Hem ! Hem !… O madelezh an Aotrou Doue ! Ur c’hwez vat a zeu diouzh ar plad-se… ken plijadurus eo ma lakaio an heol da barañ e kalon va breur Goulaouig ! Me a sello outañ o te-