Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
TORFED AR FRER JUNIPER


eo. Degas a ran deoc’h eta, ar pezh a c’houlenn ho stomok. It war ho koazez, hag ouzh taol, frer Goulaouig.

GOULAOUIG

Sentiñ a ran neuze. (Mont a ra war e goazez.) Petra a zegasit din, frer Juniper ?

JUNIPER

Penaos ? N’ouzoc’h ket ? Ha n’hoc’h eus ket lavaret din dec’h ar c’hoant bras ho poa da zebriñ un troad pemoc’h ?

GOULAOUIG

Un troad pemoc’h ? Klevit ! Ya, ur c’hoant direizh am eus bet. Urzh ar frer Fransez, avat…

JUNIPER

Reolennoù an urzh n’int ket bet graet evit ur frer klañv. Asa ! grit cher vat ! Degaset em eus deoc’h un troad pemoc’h suilhet dispar. Sellit. (Dizoleiñ a ra e blad). Ne blij ket deoc’h ? Ma ! poan gollet e vo bet… Me va-unan am eus suilhet anezhañ.

GOULAOUIG

Eo, plijout a ra din. Re e plij din zoken, gwelloc’h e vije bet din gwaskañ war c’hoant direizh va stomok. Da vihanañ, en ur zebriñ, e poaniin da gaout plijadur an nebeutañ ma c’hellin.

JUNIPER

Ma ne gemerit ket plijadur, ne ziazezo ket mat ar pred. En anv ho stomok, ho preur, a zo o c'houlenn anezhañ, hag en anv ar sentidigezh, e roan urzh deoc’h da gemer plijadur en ur zebriñ an troad