Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/146

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
146
TORFED AR FRER JUNIPER


c’hoazh. Divinit ar pezh emaon o vont d’ober ? O vont da ziwadañ al loen kaezh emaon, ha ne zalc’hin evidon nemet ar gwad evit ober ar gwadigennoù… ar peurrest, klevout a rit ?… a vo d’ar Vreuriezh.

JUNIPER

Bravo ! bravo ! pa lavaran deoc’h eo mat an Aotrou Doue.

KOUER

An Aotrou Doue a zo mat…

GOULAOUIG (d’ar frer Juniper)

Ya, madelezhus eo an Aotrou Doue a ra din tennañ gounidigezh eus ho torfed. Hogen, ne gred ket din, va breurig, e roio meuleudi deoc’h evit an doare ober.

Ar frer Fransez, goude ma vo distro d’ar gêr, a zisplego deomp an dra-se, hervez lezenn an Aotrou Doue. Krediñ a ra din e lavaro deoc’h, a-raok kemer hiviziken un dra bennak diwar goust an nesañ, goulenn digantañ e ali.

KOUER

N’en em chalit ket ganin ! An dra-se a ra plijadur din ha va femoc’h a zo deoc’h penn-kil-ha troad.

GOULAOUIG

Plijadur a ra deoc’h bremañ. Kenteliet oc’h bet avat, gant ar frer Juniper. Setu aze ur chañs ha n’eo ket bet roet d’an holl.


ECHU