Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
AN DIV ZREMM
mont da di Janed Digabell da glask an dorzh vara
he deus poazhet evidon gant he forniad ?
ROZEN
Ez an d’he c’hlask a galon vat ! (Da Valo). Ez an... betek tuchant, Malo ! (Malo ne respont ket). Betek tuchant, Malo.
MALO (hep mall)
Betek tuchant!
DIVIZ VII
Rozen a ya kuit.
MOUEZH AR VAMM
Aet eo kuit Rozen Pavek ?
MALO
Ya, aet eo kuit.
MOUEZH AR VAMM
Deuit amañ, Malo !... Nann !... Chomit ! Me eo a yelo, peogwir emañ an avel yen o c’hwezhañ e pep tu dre amañ, hag oc’h ober reklom en-dro din.
(Trouz a glever).
DIVIZ VII
AR VAMM, MALO
Ar Vamm a zeu~tre
AR VAMM
N’hon eus ket kalz a amzer kent da Rozen dont en-dro. Pardonit din, va faour kaezh paotr, peogwir e