Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
E-TAL AR POULL


JAKETA

Mat, en aon n’o ankounac’hafec’h, gwellañ hoc’h eus da ober eo o skrivañ war baper hag ober ur rollad anezho a gasot ganeoc’h dre ma ’z eot.

JALM

En taol-mañ, a gav din, hoc’h eus komzet mat ha mont a ran da ober, diouzhtu, evel ma livirit.

JABEL (o reiñ he urzhioù)

Ha gant a rit, skrivit sklaer ho paper, ma vo aes da lenn. Lakit da gentañ e sentot ouzhin atav, ha war ar ger, hag hep enebiñ morse.

JALM

Satordallik ! Ha ma c’houlennfec’h ouzhin ober traoù diskiant ?

JABEL

Peoc’h, a lavaran. Skrivit e savot bemdez da gentañ da ober labour.

JALM (o teurel e bluenn war an daol)

A ! mil gutez, ne skrivin ket an dra-se, avat. Me ? Sevel da gentañ ?

JABEL

Da aozañ lein.

JALM

Da aozañ lein ? E pelec’h hoc’h eus gwelet ar c’hiz-se ?

JABEL

Pe emañ e lec’h all, pe n’emañ ket, evit amañ e vo, rak me ’fell din.

{Jalm a venn chom hep skrivañ).