Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
E-TAL AR POULL


JABEL

E pelec’h emañ va mamm da vihanañ ? Va mamm ?

JALM

Skubañ an ti.

JABEL

It da lavarout d’an Aotrou Person dont d’am nouiñ.

JALM

Lennet em eus va faper tu ha tu hag eus an eil penn d’egile, ha n’eo ket merket e nep lec’h em befe ezhomm da ober ar pezh a c’houlennit aze.

JABEL

Perak neuze n’hoc’h eus ket her merket ?

JALM

Perak hoc’h-unan n’hoc’h eus ket hel lavaret ? En em sachit alese evel ma karot ; n’eo ket me eo am eus ho taolet er poull, met n’eo ket me kennebeut eo an hini ho tenno er-maez.

JABEL

Sellit da welout ha n’eus ket unan bennak o tont war an hent madelezhusoc’h egedoc’h ?

JALM

An dra-se kennebeut n’emañ ket war va faper.

JABEL

Roit din ho torn, ’ta, en an’ Doue, va mignon, rak n’on ket gouest da sevel ac’han va unan pa lavaran deoc’h.

JALM

Va mignon, me ? Ya ho kwashañ enebour. Evidon-