Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
E-TAL AR POULL
JALM
Diskregiñ he deus graet diouzh al liñsel edomp o weskel hag eo kouezhet war c’hwen he c’hroc’hen er poull.
JABEL
O ! va mamm, emaon marv, ma n’am zennit ket raktal ac’han.
JAKETA
Jalm, roit din an dorn ’ta, d’he zennañ er maez.
JALM
N’emañ ket war va faper.
JAKETA
N’hoc’h eus ket a vezh.
JABEL
Grit dillo ’ta.
JAKETA
Pebezh gwaz digalon ! he lezel a ray da vervel er poull dour-se.
JALM
Ma n’eus nemedon me d’he zennañ alese e chomo e-barzh, rak ne fell ket din mont da vevel ganti.
JABEL
Va sikourit en an’ Doue.
JALM
N’emañ ket war va faper.
Kaer am eus klask n’her c’havan ket e nep lec’h.
JAKETA
Asa ! asa ! Jalm, ro peoc’h en an’ Doue, gant ar