Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
E-TAL AR POULL


c’hozh tamm paper daonet-se, ha ro din an dorn d’he zennañ eus ar poull-mañ dillo.

JALM

Ya ! gant ma roio he ger din e vezin hiviziken ar mestr em zi, met a-hend-all n’eus netra ebet da c’hedal diouzhin.

JABEL

Ma ’m zennit ac’han, e roin va ger deoc’h, a galon vat.

JALM

E gwir ?

JABEL

Ker gwir ha ma ’z eus pemp biz ouzh va dorn. Me ’raio holl labourioù an ti hep goulenn netra diganeoc’h nemet ret mat e vefe din hen ober.

JALM

Mat, ma ’z a an traoù evel-se hiviziken, eo koulz din he zennañ eus ar poull, evelato !

Met, taolit evezh mat, ne zalc’hfec’h ket d’ho ker.

JABEL

Ne enebin ket ouzhoc’h gwech ebet ken, lavaret eo.

JALM

Hiviziken e vezin ar mestr, en ti, peogwir va gwreg hec’h-unan a sento ouzhin.

JAKETA

En un tiegezh e-lec’h ma n’eus ket a emglev ez a ar stal da stalig hag ar stalig da netra.

JALM

Ha bremañ, merc’hed, n’it ket d’hen ankouna-