Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/60

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
AN DAKENN DOUR


stammenn dislivet hag ur bragoù gant meur ha meur a dakon. War e vrec’h ez eus ur c’havell hanter-leun a vezhin.

Treuziñ a ra Gwilho leur an ti, ha goude bezañ digoret an nor all e huch c’hoazh ur wech :

Kato... Bouzar out, pe betra ?... (Gwilho a lam e dog koaret, a laka e chig-butun en e c’henou hag a skrab e benn, nec’het bras).


GWILHO

Aet eo adarre, am eus ar gredenn, da glakenniñ e ti ur strakell bennak !... (en ur astenn e zorn war-du an daol) Ur pennad brav ’zo eo sonet kreisteiz, ha keloù ebet eus merenn amañ...

(Mont a ra en e goazez ouzh taol). Gwerzhet em eus un toullad pesked !... Nebeut a dra : ur silienn, daou pe dri levneg, ul legestr hag ur vozad vilgot... Feiz ’vat, pezh am boa... Kato !...

(E zivrec’h e kroaz) Daoust ha pelec’h an diaoul emañ an dañvadez-se ?... Gwir eo, manet on er bourk da evañ un dakenn win-ardant gant Pipi ar Bolc’h ha Fañch Korlouer, met goude em eus redet d’ar gêr, ken na findaone va zreid ; berr eo warnon c’hoazh... Kato !... Dal ’ta, me a gave din e kleven trouz he botoù-koad... Doue da vezo meulet ec’h on-me erru ar c’hentañ ; evel-se, da vihanañ, ne vezin keit pouilhet gant va zurzhunell, hag e c’hellin krozal, ha kanañ dezhi d’am zro he Santa-Maria... Rak adalek ma laosk Kato he zeod da fraoñval, kaer am bez en em chalañ ha touiñ Doue, n’on ket barrek da lavarout kaoc’h evit ur gwenneg !

(Mont a ra en e sav) Kato !... Aet eo da droadañ, ’m eus aon bras !... Koulskoude, an ozhac’h a dle bezañ mestr ha roue, ar wreg avat, gwellañ tra he deus d’ober eo tevel ha plegañ... Ya, merc’hed !... Ne la-