Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/82

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
82
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


kêriadoù a-bezh diouzh ar vosenn, pareet ouzhpenn mil kleñved diremed !... Ha koulskoude, ne dout nemet Fostus : un den ! Ma c’hellfes c’hoazh mirout ouzh an dud da vervel, pe o lakaat da zont bev pa ’z int marvet, neuze e talvezfe ar boan. Kenavo, medisinerezh !... Pelec’h emañ Justinian? (O kregiñ en ul levr hag o lenn.) « Si una eademque res legatur duobus, alter rem, alter valorem, rei... »! Ma !... Ma !... Ma !... « Exhereditare filium non potest pater, nisi...» N’eus mann el lezenn nemet seurt traoù ! Kement-se a zo mat evit un den a netra, izel e galon ha dister e spered. Evit traoù uheloc’h out graet, Fostus... Setu amañ Bibl Sant Jerom. Sellomp mat. (O tigeriñ ar Vibl). « Stipendium peccati mors est. » Ar marv eo gopr ar pec’hed ! Kalet e kavan an dra-se. « Si peccasse negamus, fallimur, et nulla est in nobis veritas. » Ma lavaromp n’eus ket a bec’hed ennomp, omp faziet, ha n’eus ket ennomp a wirionez ! Neuze e rankomp pec’hiñ, moarvat, ha mervel... Ya, mervel a rankomp da vat ha da viken ! Kement a rank bezañ, a vezo ! Kenavo dit, doueoniezh ! (O kemer ur bern levrioù all). Al levrioù-mañ, avat, a zo kaer : troioù an divinourion hag an achantourion ! (O sellout outo). Linennoù, kelc’hioù, arouezioù, lizherennoù ! Ya, ar re-mañ eo a garan. O, nag a c’hounid, nag a blijadur, nag a c’halloud, a enorioù, a binvidigezh, evit an neb a lakay e boan d’o studiañ ! Kement tra ’zo dindan an oabl a vezo din ! Roueed, impalaerion, ar re-se ne senter outo nemet en ur c’hanton ! N’int ket evit lakaat an avel da sevel nag evit fregañ ar c’houmoul. An neb, avat, a zo ampart war ar skiant-mañ, a zo e rouantelezh ken divent ha spered mab-den. Un achantour bras a zo evel un doue ! War al levrioù-mañ, Fostus, e talv dit skuizhañ da empenn !