Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
FOSTUS AN DOKTOR DAONET
KENTAÑ STUDIER
He, paotr ! Pelec’h emañ da vestr ?
VAKNER
Doue hen goar, aotrounez !
EIL STUDIER
Penaos, ne ouzout ket ?
VAKNER
Eo, me a oar. Met Doue a oar ivez !
KENTAÑ STUDIER
Ro peoc’h gant da ziotachoù, ha lavar dimp pelec’h emañ.
VAKNER
Ha perak e lavarfen deoc’h, mar plij ?
EIL STUDIER
Bremaik ec’h eus lavaret e ouies.
VAKNER
N’eo ket abalamour ma ouzon e rankan lavarout. Tud desket eveldoc’h-c’hwi a dlefe mat hen kompren.
KENTAÑ STUDIER
Ne lavari ket neuze ?
VAKNER
Eo, lavarout a rin. Ha koulskoude, anzavit da gentañ pegen diot eo ho koulenn. Rak va mestr en deus divesker, hag a c’hell mont ha dont, ha tremen