Ar ouel a sav, hag e weler Fostus e-unan en e gambr-studi adarre. Noz eo.
Bremañ m’eo deut an noz, Fostus, stagomp ganti. Ha sentiñ a raio an diaouled ouzh hor gourc’hemenn ? Pedet hon eus anezho, ha graet profoù dezho hervez m’eo merket. (O sellout ouzh arouezioù treset war an daol). Er c’helc’h-mañ emañ anv Jehova, skrivet en tu mat hag en tu gin. Amañ emañ anvioù ar Sent, skeudennoù an oabl, arouezioù pep steredenn-red, en doare ma ranko an erevent sevel. Bez dispont eta, Fostus, ha chom start. Bremaik e weli pezh a c’hellez ober. (Studiañ a ra an arouezioù ur pennadig). Sint mihi dei Acherontis propitii Valeat numen triplex Jehovae ! Ignei, aerii, aquatani spiritus, salvete ! Orientis princeps Belzebub, inferni ardentis monarcha, et Demogorgon, propitiamus vos, ut appareat et surgat Mephistophilis, quod tumeraris : per Jehovam, Gehennam, et consecratam aquam quam nunc spargo, signumque crucix quod nunc facio, et per vota nostra, ipse nunc surgat nobis dicatus Mephistophilis !
Mefistofelez a zeu tre.
Kae kuit. Te ’zo re zivalav ! Kae kuit, ha deus en-dro gwisket dereatoc’h !
Mefistofelez a ya kuit.
Evel-se ez eus galloud e komzoù ar sorserion ! Piv ne garfe bezañ ampart war o micher ? Pegen sentus eo ar Mefistofelez-se, pegen dilorc’h hag izel dirazon ! Ha kement-se, en un nebeut komzoù ! O, Fostus, amañ ivez out ur mestr ! Lakaat a rez an diaouled da blegañ !