Mefistofelez a zeu tre adarre, ur vantell
hir en-dro dezhañ.
Petra, Fostus, a fell dit e rafen ?
Gourc’hemenn a ran dit bezañ va mevel endra vevin, sentiñ ouzhin e pep tra, ha pa vefe da ober d’al loar kouezhañ eus an oabl, pe lakaat ar mor da veuziñ ar vro-mañ.
Mevel on d’an diaoul bras Lusifer. Hep e aotre n’hellan ket sentiñ ouzh un all. N’omp ket evit ober muioc’h eget ma c’hourc’hemenn.
Eñ eo neuze en deus graet dit dont amañ ?
Deut on amañ pa felle din dont, hep aotre ebet.
N’eo ket va c’homzoù eta o deus da rediet ?
Eo, Fostus. Ha c’hoazh n’eo ket evel ma kredez. Kement gwech ma klevomp unan bennak o saotrañ anv Doue, o stlabezañ ar Skriturioù, o tismegañsiñ e Salver, nijal a reomp davetañ gant ar spi da laerezh e ene divarvel. Anez, ne zeufemp ket, ha neb en deus c’hoant e teufe an diaoul d’e gaout n’en deus nemet un dra d’ober : nac’h an Dreinded Santel ha pediñ e don e galon Prins an Ifern.