gant an hent ac’h eus dibabet ! Perak termal ?
Petra eo se, o kornal atav em diskouarn : « Lez an
achantouriezh ha distro da Zoue ? » Ya, Fostus,
da Zoue !... Penaos ?... Ne gar ket ac’hanout ! An
Doue a servijez eo c’hoantegezh da galon. D’an
Doue-se eo e savin un aoter hag un iliz, ha kinnig
a rin dezhañ gwad bugale vihan.
An Ael Mat hag an Drougael en em ziskouez.
Fostus, dilez an arz milliget-se.
Keuz d’ar pec’hed, pedennoù, pinijenn, petra eo nemet avel ?
An avel az kaso, Fostus, d’ar Baradoz !
Sorc’hennoù, tresoù, huñvreoù nemetken, da zistrujañ skiant an dud a feiz !
Fostus, soñj en Neñvoù, soñj en eürusted peurbadus !
Nann, Fostus, soñj en enorioù hag er binvidigezh!
An Aelez a steuz.
Pinvidigezh ! Rouantelezhioù ar bed a vo din, peogwir e vo Mefistofelez atav em c’hichen. Pe Zoue a c’hell ober droug. dit, Fostus ? Bez dispont. Bez